Accueil LA COMMUNAUTE DE COMMUNES : statuts, compétences, élus, comptes-rendus, habitat, animation enfance-jeunesse et EVS, ... LES 8 COMMUNES : Botmeur - Brasparts - Brennilis - La Feuillée - Lopérec - Loqueffret - Plouyé - Saint Rivoal LE TOURISME : hébergements, animations, visites, ... Contactez la CC du Yeun Elez
Découvrir le Yeun Elez
Bro ar Yeun Elez e brezhoneg
Hébergements
Fêtes et animations
Salon Contes et Légendes
Fête Pomme, miel et champignons
Concours photos
Découvre mon commerce
Contes et légendes
Randonnées
Pêche
Musées, expos et sites
Que faire avec les enfants ?
Haltes conseillées
Pour nous contacter
Sites amis
Conseil d'exploitation de l'office de tourisme de Monts d'Arrée Communauté en 2017
TI BRO AR YEUN ELEZ - MENEZ ARE - PENN AR BED - BREIZH

E kreizh penn ar bed, kumuniezh parezioù ar Yeun Elez a zo ur vroiad a gontadennoù hag a vojennoù : Toenn Menez Are, pe Dorioù an Ivern.

 
Boneur, Brasparzh, Brenniliz, Ar Fouillez, Loperek, Lokefret, Plouye ha Sant-Riwall : 8 parrez prest da zegemer ac'hanoc'h mat e-touez  un dudad a-zoare ha da zeskouez deoc'h glad ar vro. Savadurioù a-feson, un endro brav spontus, da bourmen en taouarc'h, e lein ar menez, pe er c'hoadoù ha paseal e-biou loened gouez. Ur bern dudiamant 'vez a-hed ar bloavezh : mirdi, sport pe jeu, gouel, fest noz, c'hoariva hag abadennoù a-bep seurt c'hoazh 'vez tro war dro, aozet gant embregerezhioù ha kevredigezhioù ar vro. Peadra da baseal prandadoù kaer 'vez er Yeun Elez.

 

 

TI BRO AR
YEUN ELEZ

Plasenn Menez Are
BRASPARTS
Pgz / Faks : 02.98.81.47.06
otyeun.elez@wanadoo.fr


Digor a-hed ar bloavezh
 

Eus mis gwengolo betek miz even :
eus ar meurzh d'ar gwener 
Eus mis even betek miz gwengolo :
eus al lun d'ar gwener
9h-12h/13h30-17h30

Hag a-hed ar bloavezh d'ar sadorn :
9h-12h30/14h-17h30


Mekanik diavez   Titourou 24e/24, 7d/7. Kartenn an hentoù, an troiadoù bale, fotoioù eus lec'hioù pennañ ar vro, ul listennad preti, ha kement 'zo c'hoazh)
Komputer publik internet, webmail, skrivañ, moula pe eilañ paperioù, fotoioù, etc. ... Pegement ? : 1 € an eurvezh ha 0€20 an tamm paper
RIL : Titouroù a-bep seurt diwar-benn buhez ar Yeun Elez
Kevredigezhioù hag embregerezhioù : sevenadur, sport, dudiamant, sokial; Bugaleaj, yaouankiz : skolioù, kreizennoù dudi, magerezed a vicher; Servij publik, labour, kiri boutin, lojeiz

Deuit da gerc'hat ar pleg-folenn-mañ e ti bro ar Yeun Elez, pe goulennit viche kaset deoc'h. A-drugarez outi e vo aesoc'h mont gant an hent er vro : troiadoù bale (bras peotramant bihan), preti, lojeiz, tier koñvers, mirdi, embregerzhioù ha kevredigezhioù ar vro a vez o kinnig abadennoù boutin pe dreistordinal... Da lâret eo : a-bep seurt titourou evit foeta bro.

Film graet gant TEBEO : le Pays Touristique du Centre Finistère

Klikit amañ

Diaporama kumuniezh parrezhioù ar Yeun Elez
Klikit amañ
Kartenn da vont da fouetañ er Yeun Elez
Brasoc'h ar gartenn? Klikit amañ

 

SELLET OUZH UN TAMM BIHAN EUS AR FILM !

FILM DIWARBENN
MENEZ ARE


DVD a 105 mn gant skeudennoù an tro-war dro da wellet evit ar wech kenta, pe adarre...


DVD : 19.90€ e Ti Bro ar Yeun Elez, e Brasparts pe dre lizer :  3€ ouzhpenn, a ra : 22.90€ klok

Goulennit anezhañ dre bostel
pe dre bellgomz : 02.98.81.47.06

Lojamant

Dudiamant

Lec'hioù da vont di

Koñvers

Baleadennoù : troiadoù heñchet

PLACE DES MONTS D'ARREE - 29190 BRASPARTS - Tél/Fax : 02.98.81.47.06 Conception : Inet Bretagne sur Webgazelle